An diou glujar

 

An diou glujar       36:08

Ur farserezh deus ar grenn-amzer, diwar memes seurt hag " E-kichen ar poull ".    

Ur pezh da lakaat an dud da c'hoarzhin (glas a-wechoù !) diwar goust an holl !

Hag amañ ez eo diwar-goust un drol a diegezh 'vimp o c'hoarzhin. Soñjit 'ta : ur

chaseer hegredik ha taer, ur manac'h gwall droet ouzh ar merc'hed hag ur bikez

fin ha lipous !


Ar c'hoarien : Nikol ar Vourc'h, Guy Berthou, Goulc'han Kervella.


Lakaet e brezhoneg gant Goulc'han Kervella

 

Extraits - Pennadoù

Ar Vro Bagan

Pezhioù C’Hoari Farsus (savet e 2006)

Tri pezh-c'hoari savet gant Ar Vro Bagan e miz genver 2006

Abadenn enrollet dirak an dud e e Kastell-Paol,

Sal Santez Tereza, d'ar Sul 28 a viz Genver 2007

Ti ar barner

Ar Bazhvalan

Photos : © Ar Vro Bagan

Strollad Ar Vro Bagan

T.L. An Hellez

29880 Plouguerne

Pgz : 02 98 04 50 06

arvrobagan@wanadoo.fr


Site internet

Ti ar barner (Justis ar C'horegidor)       41:03

Skrivet gant ar spagnolad Alejandro Casona. Ur farserezh skrivet diwar ur c'hiz kozh deus amzer an inkizision e Bro- Spagn. Ar C'horrejidor ha grecher al lez-varn a zo

opaouez ober friko bras p'en em gav ur chaseer, ur miliner, ur c'hemener hag ul leanez, trouz bras ganto hag imor en o fenn a-dreñv. An holl anezho war-lerc'h

keginer...ar C'horrejidor. Penaos difenn e geginer muiañ karet d'ar C'horrejidor pa sav kemend-all a dud eneptañ ?


Ar c'hoarien : Nikol ar Vourc'h, Maivon Berthou, Jakez ar Borgn, Guy Berthou, Erwan Hupel, Yann-Edern Jourdan, Goulc'han Kervella


Lakaet e brezhoneg gant Goulc'han Kervella



Ar Bazhvalan       36:35

Skrivet gant an tregeriad Jarl Priel (1885 - 1965)

Fañch, paotr yaouank kozh a vev en dienez, asambles gant Jobenn, ur vaouez kozh

a gustum kempenn an ti.

Ha pa sav en e benn ar soñj dimeziñ e c'houlenn diouzhtu sikour digant Maïvon, bazhvalan diouzh he micher.

Setu-hi oc'h en em gaout, keloù mat ganti...


Ar c'hoarierien: Nikol ar Vourc'h, Maivon Berthou, Jakez ar Borgn, Goulc'han Kervella