Pebezh nozvezh ! 34:17
Skrivet gant Sean O’Casey.
Lakaet e brezhoneg gant Goulc’han Kervella
Ganet eo Sean O'Casey e Dulenn e 1880. Micherour ha stourmer eo bet en e
yaouankiz, evit al labourerien ha dieubidigezh Bro-Iwerzhon. Azalek 1918 e stag da sevel pezhioù-c'hoari. Ar re gentañ anezho a vezo displeget e C'hoariva an Abati e Dulenn, bet savet e 1904 gant Yeats ha Lady Gregory : Skeud un tenner, Junon hag ar pabor, An arar hag ar stered. E 1929 ez a da chom da Vro-Saoz, ral a wech e teuio en dro d'e vro c'hinidik. Kendalc'her a ra da sevel pezhioù-c'hoari : Rozennoù ruz evidon, Taboulinoù an tad Ned, Poultrenn Limestra,
Ar steredenn ruz, Ar grib arc'hant…
Paket eo bet John Mulligan, ur paotr yaouank kozh devot- kenañ, gant ur plac'h yaouank lañsus, Anjela. Poan en deus o klask kas anezhi kuit eus e gambr diouzh ar mintin. " Petra lavaro an dud ma teuont da c'houzout ? "
O c'hoari Anjela : Nikol ar Vourc'h
Dan Halibut : Andre Ollivier
Miss Mossie : Régine Boujean
John Mulligan : Goulc'han Kervella